[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

bez

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : bez'

Brezhoneg

Etimologiezh

(Anv-kadarn) Meneget er C'hatolikon.
Da geñveriañ gant ar gerioù bedd en kembraeg, beth en kerneveureg, bedo- en galianeg.
(Furm verb 1) Savet diwar « bez- », pennrann ar verb « bezañ », hep dibenn-ger.
(Furm verb 2) Savet diwar « bez- », pennrann ar verb « beziañ », hep dibenn-ger.

Anv-kadarn

bez /ˈbeːs/ gourel (liester bezioù)

  1. Toull en douar ma vez lakaet ur c'helan, korf un den marv.
    Diskenn, paour kez Gallo, er bez. — (Erwan Berthou, An den dic'hriziennet, La Résistance, 7 Mae 1904, p. 1d.)
    • Bep Sul e taoulinont war bezioù o zud marv ha n'hellont ket mont ha dont d'an iliz hep tremen dre ar vered. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 89.)
  2. Bez (bras).

Gerioù kevrennek


Deveradoù

Troidigezhioù

(1)

(2)

Furm verb 1


Indezeuropeg
Henamzer uhel
Kentkeltiek h.a.
Henamzer
Predeneg h.a.
Krennamzer uhel
Henvrezhoneg h.a.
Krennamzer izel
Krennvrezhoneg h.a.
Amzerioù modern
Brezhoneg h.a.

Yezhoù all
*bʰuH-(en),(fr) *butā bez
bydh Kerneveureg
bydd Kembraeg
Gouezeleg

bez /ˈbeːs/

  1. Furm ar verb bezañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ, stumm boaz.
    e frazennoù eeun: a vez, e vez, ne vez, ne vez ket, pa vez
    en un islavarenn-amzeriañ
    • Pa vez erc'h war an douar ne vez na tomm na klouar.
    en un islavarenn-vartezeañ ( mar bez, ma vez)
  2. Furm ar verb bezañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn, stumm boaz.
  3. Stumm berraet eus an anv-verb bezañ, skrivet bez'.
  4. Er verb en devout, war lerc'h am, ha hor a dro da pez (war-lerc'h az hag ho) d'ober az pez hag ho pez

Furm verb 2

bez /ˈbezj/

  1. Furm ar verb beziañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb beziañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.

Gwelet ivez